N’on ket barzh

Nann ‘vat, ne gred ket din eh eus ur barzh ac’hanon. Ne gredin ket en embann atav. D’am meno o deus ar gwir varzhed traoù a-dalvoudegezh da gontañ ; preder solut hag a c’hello al lennerien ober o mad anezhañ ; furnez da vagañ o spered ; danvez ha n’ay ket ar c’hiz dioutañ gant an amzer. An neb zo é klask boued da chaokat, enta, a gavo treut ma c’heusteurenn moarvat.

Kalfichat gwerzennoù eo ar pezh a blij din kenañ. C’hoari gant ar yezh, gant ar gerioù hag ar c’hlotennoù – diavaez ha diabarzh… Lusk ar frazennoù a ro ton d’am sorc’hennoù hag o c’houchañ war baper diouzh beg ma c’hreion koad, da noz dindan gouloù ma lutig, sed ar pezh a ra vad din. Na pegen dudius reiñ framm d’ar pozioù ha bamañ dirak ar varzhoneg é reiñ he stummoù da gompren bep un tammig ! Bourrusat abadenn ! N’hellan ket lâret on mestr war an arvest bepred.
D’ar liesañ, ne vezan ket.
Arvestour, ne lâran ket.
Notenniñ ne ran ken. 

A-wezhiadoù e teu c’hoant din da skriv a-ziàr un tem pe un darvoud resis. Ar re ziaesañ da zistripañ eo seurt barzhonegoù. 

Nag ar re aesañ, a c’houlennoc’h ? Ar re-mañ a strink o-unan, hep kas keloù, hep gouiet din alies zoken. Daou vomm é soniñ asambl ha p’eh on-me é vale pe é labourat. Tra ken met daou c’her kar o son, par o zon, é c’hervel an eil egile hag edan berr e teu ur poz, hag un eil war e lerc’h… Trawalc’h din derc’hel krog er stur hag e teu ar ster.

Dibaot a-walc’h din boulc’hiñ ur varzhoneg get ur soñj resis ag an neuz he devo a-benn fin ar gont, neuze. Ha n’eo ket falloc’h kar sed aze dres ar pezh a blij din er seurt labour krouiñ. 

Nevez zo e oan é lenn un torkad barzhonegoù get ur barzh hag a zo é chom e-kreiz Bro-Saoz, e-kostez Buxton, nepell a Vanchester lec’h m’eh on-me é chom. Biskoazh n’em boa klevet kaoz eus Donald James Dolby betek diskoachañ en ur stal levrioù a-eil-dorn ur skouerenn ag al levr nemetañ en deus lakaet moullañ war e gont, Can’t See The Wood…, sinet getoñ war ar golo-kein, mar plij.
E-korf ur skrid berr e tispleg an oberour abalmour da betra e skriv-eñ barzhonegoù ha kavout a ra din eo hañval a-walc’h e spered doc’h ma hani. Ar varzhoneg-se, troet genin hag en he stumm orin, a c’hellit lenn aze. 

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *