Nedeleg laouen ha bezit joaius bremañ !

Evidon-me, n’on ket sot get Nedeleg. Chalet e vezan bepred d’ar c’houlz-mañ ag ar blez, gwasket memes get ar gourc’hemenn d’an holl da vout “laouen kalz a vern penaos” a vez embannet partout dre ar bed adalek an 2il a viz Kalañ-Gouiañv.
Ha pegen kintus ar re a vez entanet kerkent hag e miz Gwenholoñ !

– Ata, pet’a ‘rez evit Kalanna ?
– Mont a guzh e toull al logodenn, michañs ‘m bo ket keuz.

Kentoc’h evit pismigal ur bajennad a-bezh e kinnigan deoc’h lenn div varzhoneg bet skrivet genin er blez-mañ hag a ziskoua mat ma zro-spered en deizioù-mañ : Dienez ha Tremen didrabas. N’int ket ker joaius, hen anzav a ran, mes sed amañ ma santimant.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *