Setu ‘gaoz da betra n’embannan ket kalz a dra

Ne skrivan ket kement ha ma karehen en deizioù-mañ. Na tost. Moustret eo ma fluenn, dalc’het get ur babig pevar miz. Tenn ar vuhez get ar familh. Ar poupoñ ne venna ket monet da gousket d’an noz. Ha me da sevel nouspet gwezh bemnoz. Tapet un tammig repoz ‘vez ar c’hentañ tra d’ober dalc’hmat, kerkent ha ma c’hellomp, dindan boan da dremen an noz digousk-mik, é luskellat hag éc’h ober chugig. An eil pe egile, an eil àr-lerc’h egile, hep diskrog. Evit ma maouez, ne zihuna ket nemet evit roiñ ar vronn, ha trawalc’h eo dezhi kar un euriad e pad pep abadenn pe gozik. Gwenole vihan a vourr chom da zeniñ ha start e vez e lakaat da gousket adarre. Na d’an deiz, ‘mezoc’h-c’hwi ? Ne vanay kousket nemet en e garrigell vihan, pe tamolodet doc’h ma bruched er porte-bébé. Rankout eo deomp gober hor mad a bep pennad sioul evit diskuizhiñ, korf ha spered, eta. An holl dud o deus bet bugale vihan a oar an dra-se, michañs.

Ha vad a ra din skriv get ma c’hreion koad àr un tamm paper neoazh. Diskuizhiñ a ra ma spered er mod-se. Mes d’ar c’houlz-mañ e vez ker dibaot ar pennadoù amzer sioul a-walc’h din da gregiñ en ur c’hreion, pa ’m bez kalon… Ha re start an noziadoù. Na pegen poanius eo chom stouet, daoubleget a-dreist gwele ar poupoñ, da roiñ dezhoñ ma biz bihan pe da flouriñ e gof, e vruched hag e dal. Gwell e vez din monet da gousket kerkent ha didrouz an ti, pe koll repoz ker prizius.

Setu, mignoned ker, a-gaoz da betra n’embannan ket kalz a dra d’ar mare-mañ. Dre chañs e vo plaenoc’h an traoù a-benn ur miz bennak ha moarvat e kavin an dro da embann an toullad traoù zo genin àr ar stern c’hoazh.

Ma, evit bremañ eo poent din lazhiñ al lutig. Mut an dud, trouz erbet dre er bed… Nemet… Gortait ! Piv a glevan-me ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *