Da-geñver gouelioù fin ar blez e kustum an nen lâret trugarez d’an dud, evit o sikour, o c’harantez ha kement zo. Trugarez a lârin-me d’an holl re o deus taolet pled doc’h ar skridoùigoù ‘m eus bet embannet betek-henn. Hag un trugarez oc’hpenn d’ar re o deus “karet” ha “skignet” ma gwerzennoù.
Trugarez evit ar souten a bep seurt ‘m eus resevet, pe e ve gerioù kuñv, pennadoù-kaoz, pe souten “fetis”. Kement souten zo plijus ha frealzus da gaout. Mil trugarez da Ronan evit al levrig hag ar gartenn en doa kaset din ur sizhun bennak zo, ha da Eric, ma skoazeller kentañ war Tipeee !
Catégorie : Uncategorized
Nedeleg laouen ha bezit joaius bremañ !
Evidon-me, n’on ket sot get Nedeleg. Chalet e vezan bepred d’ar c’houlz-mañ ag ar blez, gwasket memes get ar gourc’hemenn d’an holl da vout “laouen kalz a vern penaos” a vez embannet partout dre ar bed adalek an 2il a viz Kalañ-Gouiañv.
Ha pegen kintus ar re a vez entanet kerkent hag e miz Gwenholoñ !
– Ata, pet’a ‘rez evit Kalanna ?
– Mont a guzh e toull al logodenn, michañs ‘m bo ket keuz.
Kentoc’h evit pismigal ur bajennad a-bezh e kinnigan deoc’h lenn div varzhoneg bet skrivet genin er blez-mañ hag a ziskoua mat ma zro-spered en deizioù-mañ : Dienez ha Tremen didrabas. N’int ket ker joaius, hen anzav a ran, mes sed amañ ma santimant.