Piv on ‘ta ?

Kerkoulz en embann doc’htu : Fanch Guénasquel, n’eo ket ma anv sivil. Gwenael Dage a vez graet ac’hanon er bed gwir. Un arzour am behe bet-me karet bout, met n’eo ket daet brav-brav ganin. Tost 40 vlez on bremañ, ha me tapet en harlu en tu ‘rall a vor Breizh, e kêr vras Manchester, a-c’houde 6 vlez get ma maouez ha daou vugel ganet deomp nevez zo.

N’on ket c’hoazh daet a-benn da vout un arzour a-vicher, neuze. Kalficher, ne lâran ket. Un toullad micherioù ‘m eus bet graet em buhez dija. Labourat e brezhoneg ‘m eus graet a-c’houde gwerso, avat. Goude studial ar yezh e Skol-Veur Roazhon e oa bet darbet din monet get ar vicher skolaer. N’on ket bet entanet get ar stummadur. Ha me ha mont da gazetenner, e-karg ag ur journal sizhuniek e brezhoneg, hep tamm gouiziegezh àr ar vicher. Blezadoù e oan chomet àr ar post-se betek en em gavet skuizh-divi. Bras-bras ar skiant prenet genin eno avat, ha tro ‘m eus bet d’ober anaoudegezh get ur bern tud a-feson hag a-bouez er vro. Goude-se on bet e-karg da broduiñ abadennoù evit ur web-chadenn vrudet. Bourrapl eo bet labourat get ar skipailh-se ivez.

Hogen embanner eo a faote din bout a-viskoazh. Setu ‘gaoz da betra ‘m eus choajet dilezel ur post a-feson – ha paeet mat ! (mes n’on ket-me paotr an argant, hag eus an dra-se e vo kaoz ur wezh an amzer genin er blog-mañ moarvat) – evit mont da Bariz da vout stummet àr an embann war baper hag enlinenn. A-c’houde e savan levrioù niverel evit ur strollad tier-embann e Pariz. Oc’hpenn-se e troan levrioù e brezhoneg evit ar vugale, evit un embanner meur er vro, ha traouigoù arall c’hoazh.

É troiñ da sot e oan dre chom bac’het er gêr dalc’hmat, avat. Hag oc’hpenn-se e oa c’hoazh ken treut ma saozneg ha ma fort-moneiz àr-lerc’h 2 pe 3 blez e Bro-Saoz. Setu ‘m eus soñjet – ma maouez he deus soñjet – e vehe mat din kavout ur labour « er-maez », kement hag aveliñ ma fenn un tammig. Ha setu penaos eh on en em gavet en Iceland, ur gourmarc’had ma vez gwerzhet boued skornet ha produioù ken truek ar c’halite hag ar priz anezhe. Un vuhez ki… Blez àr-lerc’h em boa merzet ur gemennadenn doc’h fenestr stalig Oxfam, en tu ‘rall d’ar straed. Klask a oa àr ur manager nevez. Lakaet ‘m eus ma anv ha tapet ‘m eus ar post. Youc’hou ! Atav e labouran eno, tri devezh hanter ar sizhun.

Pell zo e oan é valiñ ar soñj da skriv muioc’h c’hoazh. Ha ne ouian ket mui petra a vire ac’hanon d’ober. Ma, digor eo ma lec’hienn Kalficher. bremañ. Enni ec’h embannan frouezh ma fantazi a-fed lennegezh (barzhonegoù, danevelloù, troidigezhioù…). Er blog-mañ e skrivin a-ziàr ma buhez e Bro-Saoz : ar familh hag ar vugale, ar labour, hag a bep seurt pennadoù a-zivout ar pezh a dapan lenn, gwelet ha klevet… N’on ket sur e kavoc’h talvoudegezh da bep tra, met dalc’hit soñj e kouchan traoù personel amañ pandeogwir e ra vad din-me da gentañ-penn. Deoc’h-c’hwi da gavout ho c’hoant e-mesk pour ha trinchin !